Stad | Frañs |
---|---|
A dalv evit tiriad | Frañs |
Raklec'hiet gant | dilennadeg kannaded Bro-C'hall 2022 |
Deiziad | 30 Mez 2024, 7 Gou 2024 |
Post da bourveziñ | kannad gall |
Lec'hienn ofisiel | https://www.interieur.gouv.fr/actualites/actualites-du-ministere/elections-legislatives-2024 |
Reizhiad votiñ | Votadeg unanv gant div dro |
Dilennadeg kannaded Bro-C'hall 2024 a zo bet dalc'het d'an 30 a viz Even ha 7 a viz Gouhere 2024 evit dilenn 577 kannad ar XVIIvet lezennadur eus ar Pempvet Republik c'hall.
E 2027 e oa an dilennadeg da vezañ dalc'het, met galvet eo bet, tri bloaz a-raok fin al lezennadur, goude ma vije bet divodet ar Vodadenn Vroadel gant ar prezidant Emmanuel Macron, dre ma oa bet trec'het ar c'hengevread prezidantel Ensemble eus 17 poent gant ar Rassemblement National en dilennadegoù evit Parlamant Europa d'an 9 a viz Even 2024. Ar c'hwec'hvet gwech eo da welet un divodadur e-kerzh ar Pempvet Republik C'hall dre implij an artikl 12 eus ar Vonreizh hag ar wech kentañ eo da welet un divodadur e-kerzh ur pempbloaziad. Dre ma'z eo bet galvet e-kerzh ul leuriadur ez eo keñveriet ouzh trec'h souezhus Jacques Chirac e 1997.
© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search